Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
maro ar mous bihan


— A dra zur, honnez eo e vouez,
Anveout ’ran anei ken frez…

An de warlerc’h, pa oan zavet,
Ma c’halon a oa trubuilhet ;
Rak aboue eur pennad amzer,
N’am oa bet digantan lizer.

Prestik goude e gabiten
A skrivas d’in-me evelhen :
— « Ho mab, gwreg vad, a zo beuzet, »
» Eus beg ar wern eo bet kouezet…

» Koueza ’reas ebarz an dour
» En eur c’houlen : zikour, zikour !
» Ober rejomp holl hon gwellan
» Evit zavetât anezan ;

» Mes ar môr a oa ken diroll,
» An avel ken krenv ha ken foll,
» Ma oe dirak hon daoulagad,
» Kollet ar mous, ho pugel mad…

» Pa n’halle stourm ouz ar môr braz,
» Lakas ’ne gerc’hen zin ar groaz ;
» Laras ar c’homzou truezus :
» O ma mam baour… Pardon Jezus !