Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/314

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287
maro ar mous bihan



Daoust e da ze, hen a boanie
Evit e vam, dre garante
Gant am bije evurusted,
Ne zelle dimeus poan abed,

Skriva re d’in gwech hag amzer,
Lizerou koant, tener, tener,
Elec’h ma konte e droïeu,
E blijadur war ar môriou…

E lizerou ken aketus,
Lake ac’hanon evurus ;
Kontant e vijen, a dra zur,
Rak ma mabig oa eur potr fur !

Kerzet re ar bed evelse,
An amzer skanv a dremene,
P’en deus an uen paour levenez
Ne sonj ket en dristidigez…

Sonjen ket penoz eun nosvez
Dre ma hunvre ’klevchen eur vouez,
O laret d’in : — Mam ar wellan,
N’ho zikourin ken er vro-man…

Ouz he c’hlevet ’oan dihunet,
Ankeniet braz ha spouronnet :