Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ma Botou koat


D’an aotro Corvaisier, person Ploueg-ar-Mor.


Me a zo o paouez prena
Eur botou koat fô,
Eur botou eus ar re vrava
A zo ’barz ar vro ;
Eur botou ken fentus, ken kaer
Ma ve laret d’in p’o gweler :
O kaerât,
Kaerât eo da votou koat !

En gwirione, int a zo koant,
Evelte n’eus ket !
Ha bemde me am eus damant
Gante o kerzet…
Na c’houlfen biken, ma Doue,
Barz ar fank labea ane !
O kaerât,
Kaerât eo ma botou koat !