Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/23

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
xi
kenskrid

vanden vugale karantezus o tont d’he frealzi…

Setu aze, ma c’henvroïz ker, penoz e teu an droug da serviji d’ar vad…


—o—


Daoust da ze, paneved pedennou start, lizerou niverus hag aliou stank ma mignoned, n’am ije birviken kredet ober eul levr gant traou ken divalo…

— « N’eus netra a zivalo a gement a deu eus ar galon, e lare d’in n’eus ket pell eur c’henvreur [1] karet… Da zoniou, da werziou n’int ket groet, a dra zur, evit gonit arc’hant… Diwanet int bet en ez spered ha tec’het eus da galon evel ma tiwan ha ma zav en hon zraouiennou ar bleuniou-ze a welomp d’an neve-amzer o tispaka d’an heol vintin hag a deul dre ar vro zeul muioc’h a c’houez vad ma ’z int gwelloc’h a ze kuzet… Ouspenn ez int leun a fe, leun a garante-bro, birvidik a deneridigez ha karget a sonjou uhel… Tec’hel a reont eus ar galon hag, ouz o lenn, ec’h efont war eon d’ar galon.

Netra ennê n’hall strafilha ar spered ar muian anwazus, na feuka an diskouarn ar muian kizidik… An holl a c’hall o lenn, koz ha yaouank, braz ha bihan… Kutuilh anê ’ta, gra gantê eur bokad ha, hep damant, kinnig anezan d’ar Vretoned… Digemeret mad e vo ! »

Warlec’h hir-varc’hata am eus zentet, hag e teuan hirie da ginnig d’am c’henvroïz ar bokad-ze dindan an hano a Vleuniou Yaouankiz.

Perak Bleuniou Yaouankiz ?

O vezan ne gaven hano abed dereatoc’h. Evel ma lavar

  1. E. A...