Hep mar, dre Vreiz abez e vije skuilhet eur môr a liou, skrivet millierou ha millierou a bennadou-skrid nerzus hag entaned eneb da Gomb-teo… Mes ar bobl marteze, a chomche dizeblant, o vezan ne zavche mouez krenv awalc’h abed da ziskuilh d’ezan grevusted ar fallente…
Ar pez a fellfe d’ar bobl e vefe eur zonig bennak, ber, lem ha flemmus ; rak ar rimadel a chom en spered ar Breizad, en em gizell en e galon evel al lizeren er menerez…
Mes piou a zavo eur zôn evelse ? — Jezus, ma Doue, emeon, n’eo ket me bepred… Karout a ran ma Breiz ha karout anei kalz, mes biskoaz n’am eus skrivet, na birviken, marvad, na skrivin eur gir brezonek.
Hag ar gounar a greske em c’hreiz… Ha sonj ar zon a drubuilhe ac’hanon…
Goude mern, tec’het an holl d’ar gousperou, e chomen ma unan adarre hag ar sonj terziennus a vroude ac’hanon bepred mui-ouz-mui…
Skwiz, e tapis pluen ha paper, hep gouzout nemeur petra a c’hoantan… Tra zouezus ! eur pennadik goude e oa Kentoc’h mervel war droad, ha, biskoaz zon n’am eus groet diboaniusoc’h…
Aboue am eus kendalc’het da garout ha da skriva ar Brezoneg. N’on ket bet ma unan, a drugare Doue. Urz Komb an eus dihunet eur bern Bretoned ha lakât da c’henel eur bern Barzed. Awalc’h eo bet d’ezan c’hoantât labea Breiz-Izel evit gwelet kerkent eur vanden emgannerien o tiredek da zifenn o Mam-Bro, eur vanden delennourien o tont d’he c’hana hag eur