Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/196

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
168
kousk an tad



Pa oe ’barz ar be dôn diskennet ar c’horf maro,
Goude ma oe an holl dud tec’het ac’hane,
An êl digant e vam a choullas ’n eur skuilh daero :
— Mam, mam, lar d’in, ma zad a chomo pell aze ?
Ar vam dezan laras gant eur vouez leun a anken :
— Da dad, ma bugelig, zo aze o kousket…
Evidout, krouadur, ar vered a zo gwall yen,
Deus ganin-me d’ar ger ac’han vo dihunet !

An tad vit ar bugel chome re bell da gousket,
Ha pell, en gwirione, e pade e hunvre ;
Eun de an êlig paour, war e ven-be gourvezet,
Gant eur vouez truezuz d’ezan a lavare :
— O ma zad, ma zad kez, chilaou ’ta mouez da vabig,
Poent braz eo d’it dihun ha dont c’hoaz d’am gwelet ;
Oh ! deus ganin d’ar ger, deus da welet ma mammig,
Zav alese breman, awalc’h e teus kousket !

Kaer hen doa ar bugel pedi, pedi kalonek,
E dadig kez maro na re van ’bed outan,
Neuze e tistankas da ouela dourek, dourek,
P’en em gav e vam da frealzi anezan :
— Ro peuc’h, ma bugelig, da dad a zo gant Doue,
Biken ken war ar bed na deuïo d’ez kwelet ;
Ped evitan, bez fur, ma c’halli monet eun de
Gantan d’ar Baradoz elec’h eo dihunet !