Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/195

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kousk an Tad


D’an Aotro Lostec, kure Zant-Servez.


Eur bugelig bihan ’n e zav ouz troad ar gwele
Elec’h oa korf e dad maro ha, siouaz, yen,
Digant e vammig paour en glac’har, a c’houlenne :
— O mam, lar d’in perak ma zad kez na gomz ken ?
Ar vam, en eur ouela, a laras d’he c’hrouadur :
— Ro peuc’h, ma êl bihan, da dad a zo kousket,
Deus war galon da vam, chom aze didrouz ha fur,
Chom da c’hortoz ma vo da dadig dihunet…

An de warlec’h ar vam, daerou en he daoulagad,
Eur bugel eus he dorn, a heuilhe d’ar vered
Korf an hini oe bet eviti eur pried mad,
Korf an hini a oe falc’het kreiz e vec’hed…
Ar bugel, re dener, vit anveout ar glac’har,
A lavare d’e vam gant eur vouezig karet :
— Na ouelez ket, o mam, me da vugelig da gar,
Ha me a roïo peuc’h tra vo ma zad kousket !