Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
mouez eun delen


Perak ive hirie na glever en hon Bro,
Pa ’z omp ken gwall-gaset, korn-boud ar brezello ?
Pegeit, o ma Doue, e vo c’hoaz Breiz-Izel,
Gwasket ha mastaret gant an estren diboel ?
Daoust hag en hon amzer n’eus ken ar memeus gwad
O virvi birvidik en kalon ar Breizad ?
Daoust hag aliou fur hon Barzed koz karet,
Vefe ganimp hirie dilezet, ankouaet ?
Ha mar ’man c’hoaz ennomp tân sakr o c’harante,
Perak na zav dre-holl Barzed ter eveltê ?
Ma hadkemero Breiz, gant he frankiz gwechall,
He nerz hag he brazder en touez ar poblou-all…

Setu ar sonjou kri ’deue war ma spered,
P’am eus klevet zouden eur vouez kaer, kaer meurbed
O tiston dudius war lein ar meneou,
Hag o tihun dre-holl hekleo braz ar c’hoajou…
Dre ma tride ganti ha lannek, ha traouien,
Am eus hec’h anveet evit mouez eun delen ;
Gwech he sone dispar, tener, karantezus,
Gwech he c’hleven ive evel eur galv skiltrus,
Ha ganti, tro ha tro, ma c’halon ’barz ma c’hreiz
A zave d’an Nenvou pe a zailhe vit Breiz !
— Mes da biou c’hall bezan an delen drant ha ter,
A zon ken frealzus war douar Kalanher ?