Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/115

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
mouez eun delen


Piou gant e vizied a denn ouz he c’herden,
Ar beden galonek a glevan o tremen ?
Piou… ? — Mes te, o Roc’hlann, te ez eo ar Barz-ze,
Ha mouez kaer da delen eo a glevan du-ze…
Entanet on ganti, rak he c’hân zo kristen
Evel m’ eo ar bugel a chach war he c’herden…
Oh ! bez kristen eta, rak eur Barz n’an eo krenv
Nemed dre an ere ’zalc’h anezan d’an Nenv !
War ar vein-hir pell zo ez eo savet ar Groaz,