Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 551 —

glevas ken ar gir ia o tont diouz e c’henou. Moarvat abalamour en devoa asantet pec’hi o lavarout ia. Biskoaz netra all a fall n’ez eus bet da rebechi da Bipi Gamarad. Ober e reas e binijen dre e youl e-unan ha gant eur youl dreist da hini mab-den.

Ne c’houzanvas ket nemeur en e vuez, gant ar c’hlenvejou. Pa vije klanv en eur stum bennak hen en em lede ebars ar forn-voutin, er bourk, keit ha ma vije c’hoaz eun tamm gor enni goude ar boazaden vara. An deiz warlec’h e yec’hed a vije distroet. Gwele ebet, emean, ne dalveze henez.

Plijout a re d’ezan mont da gozeal bep beure d’an ti-forn : ar merc’hed arrue abred, d’ar zav-heol war bep a gazeg, da boac’hat bara ar zunvez. Eno en em gave e touez ar plac’hed yaouank hag ar gwrage en devoa gwelet o kreski. Aozet e vije, evit Pipi, flutou segal ha gwiniz gant an tammigou toaz a chounie stag ouz al laouer-doaz, ha gant lachennou avalou-trenk.

Eun deiz bennak, en em gavas moarvat morc’hedet ha diaëz, Pipi a c’halvas diou grennardez evit pere en devoa kals a garantez hag a reas d’eze toui d’ezan, neuz forz pelec’h na da bed eur e teuje da vervel, hi a zeuje d’hen sebelia. Er maeziou, skeuden ar maro n’ez eo ket heuzus nag evit an dud nag evit ar vugale. Pep hini a gomz diouz ar maro gant kement a aezamant vel diouz eun darvoud ordinal.

Pipi Gamarad en devoa 65 bloa pa oe skoet gant an Ankou e Kerombrez, e ti Tual Genver, elec’h a dremene an noz. D’ar beure, kenta hini a zeuas ebars an ti-kar a glevas klemmou er c’hoz gwele klos a oa eno. Pipi Gamarad, herve kreden, a dlee beza savet pell a oa. Pa oe lemmet ar c’holc’hed, Pipi a dennaz e huanaden diveza.

Ar c’helou euz e varo a redas e pep tu ken buan hag an avel, ha pep hini a choumas batet evel pa vije digouezet eur gwalleur boutin. An diou blac’h yaouank feal d’o gir, arruas dioustu e Kerombrez. Ebars ar c’hardi, balzamet gant c’houez vad ar loen, a oe graet eur chapel d’ar paour kaez klasker bara, gant an ninselliou ar moana war bere a luc’he ar groaz koueor. Ar brankou meurt ha lore a gempenne ar chapel. Diouz penn-pella ar barrez an dud a zirede da lavarout o fedennou.

Biskoaz den maro, e Pleuvian, ne oe enoret muioc’h o vont d’ar vered, heuilhet gant eur bobl tud o ouela.

A belec’h a oa deut an den-man ? Pelec’h a oa bet o studia ar vuez ? o tiski distervez pep tra ? En petore skol en devoa disket disprizout an dreist-ezom hag en em dranti diouz pez a zo ezommek hepken ? Hervez lezen ar red ? Kretaet a oa diouz e vara pemdeizek ; beza en devoa, evit pep nozvez, eul lec’h gwasket evit astenn e gorf. D’e ene an ec’honder, ar frankis ! Ne oa dleanchour da zen, rak paea ’re e voed gant e labour. Beva ’re hep kasoni, hep c’hoantegez.

N’anavezas ket ar c’houblad tud paour a roas d’ezan ar vuez o lakaat anezan en noaz war c’horre ar barrez lec’h ma greskas, gant gras Doue, ha lec’h a varvas, lezet gantan ar c’houn diouz e furnez ha diouz e vadelez. Ne welan diskleriadur ebed