zo krenv evel Herkul hen e-unan. Ia, hastomp, rak meur a redaden a vezo d’ober herie c’hoaz. Ar re a zo mezus — ar groage, rak beza ’oa d’ar mare ze, ebars ar barrez, eun nebeut groage pinvidik hag o devoa eur gorzailhen en dinaou — a vezo douget d’ar zerr-noz, d’an noz tenval pok. Mar ez eo re hir an hent, Pipi a ehano gwech ha gwech all hep diskarga e vec’h, ouz en em harpa ouz eur c’hleû.
Pipi Gamarad a oa ebars kamaradegez an holl ; en holl dier e oa zellet evel ezel diouz ar gerentiez, evel unan diouz tud an ti. Gwelout a re gant e zaoulagad sklaer a zen-fur techou pep hini. Gwanded heman hag henez a oa evitan digoueziou red ; hogen biskoaz ne walc’has nag an diseeünder nag ar fallagriez. Beza ’oa evel eur Boudedeo skoazellus reizer ar gaou ; milliget ha doujet gant an dud fall, karet gant an dud vad. Seblantout a re beza eun den ien hogen e galon a oa tomm. Gwech ha gwechall eur plac’hik, savet dirag e zaoulagad bemdeiz, a ye d’ar gouent da beurachui he c’helennadurez. Pipi a ouele, sioul, pell diouz an dud pa wele ar vamm hag ar verc’h o vont war zu Landreger war ar gazeg, unan e pep tu en eur bouteg — an henchou oa fall d’ar c’houlz-se — Bep merc’her pa zistroe ar vamm diouz marc’had Landreger Pipi a ye pell war an hent evit goulen kelou diouz ar plac’h yaouank. Va mamm, bet e kouent Landreger, he deus an envor a gement-man. Eur c’hrennard « aet war ar mor » en em veuzas, en eun nozvez tenval, e porz-mor Kaerdiz ; p’ arruas ar c’helou gant Pipi Gamarad, heman ne oe ket kab da dremen hep difronka. Redeg a reas d’ar vered hag eno e choumas e pad an deiz, kuzet en e c’hourvez etre daou vaen-bez.
Alies e vije gwelet an daelou o tivera diouz e zaoulagad hep eun abeg anavezet. Biskoaz ne zisklaerias evit petra. Marteze e sonje er re-varo, er re a c’houzanve en dudigou dister o deus poan o veva gant o labour, ar re ez eo kaled ar vuez evite. Daoust ha gouela a re war ar bevien all dibourve diouz e furnez ? Daoust ha gouela a re warrnan e-unan ?
Pipi, evel am eus lavaaet, ne vire gwenneg ebet nemet pedra da brena e dammig butun. Evit espern eun dra bennak war e vutun hen a veske, gant butun e yalc’h, pennou melchon dizec’het. Kemeret en devoa ar voaz da vont da gass zikour d’eur baourez o choum en eur c’hoz ti bian soul. Evit arrebeuri ne oa nemet eun daol hag eur fled. Pipi ’oa eun den kaër ha bras, e vraventez a choume kuzet evit an darnvuia, hogen ar vaouez-man ne oa ket dall ha setu hi da ober eur mennad. P’ arrue Pipi d’an aberdaez, ar plac’h a ginnige d’ezan choum da gousket war eur staliad plouz ledet ganti war zeul an ti. Hogen Pipi, disfius, a zinac’he. Eun noz, koulskoude, ober a reas ar plac’h kement ha kement, ken e choumas Pipi da gousket war ar plouz. Dihunet e kreiz an noz gant ar plac’h en e gichen, hen a biaouaz anezi. Aboue an nozvez-se Pipi Gamarad ne c’hoarzas nepred. An Droug ’n evoa trec’het warnan. E Zremm a zeuas da veza muioc’h rec’het hag e vuelder a ziskennas c’hoaz izelloc’h. D’ar poent se en devoa tregont bloa. Biskoaz den ne