Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/5

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


Pedet he deus gant he c’halon Ha graet ihe deus eun orezon.

Gwellaet a vez c*hoaz an derzien en eur lakaat war vru- ched ar c’hlanvour, eur sac’hig hag ennan eun taïnmik douar kemeret e bez Sant Koneri a Blouvouskan. Red ez eo distrei an douar ze da vez ar Sant, d’ar c’henta beaj. Hag evelse e c’heller lavarout hep mar en eus graet douar bez Sant Konery meur a wech tro ar Bed, dindan jeleten stamm martoloded Bro Dreger.

Eun taol terzien a ya kuit raktal mar ouzer rei an urz- man gant mestroniez.

Pellaet elemant Aêrouant, Redet e maez ar gwaziou Diskennet dre ar bouellou.

Euz gor a vez gwellaet en eur lavarout heb alani :

Ar Voerb he devoa nao merc’h Hag o nao e oaint gwerc’h; Eus a nao e teujont da eiz, Eus a eiz da seiz, Eus a seiz da c^houeclh Eus a c’houec’h da bemp Eus a bemp da beder, Eus a beder da deir Eus a deir da ziou, Eus a ziou da unan.

Hag evelse e vez dalc’het. Ar c’lhlanvour a van kousket, ftiag azalek ma’z eo kousket, an itron Moerb a ya kwit; kals a dud a wellaa c’hoaz ar gôriou e c’hiz-se, marc’had-mat.

7. — An darvoedennou koll gwad

Eun darvoeden a vez gwellaet en eur lavarout nao gwech heb alani :

Trede darvoed, darvoed, tec’h Kers ’ta breman en da lec’h Treuz nao mor ha nao mene Ha nao gwiaden gelve Eno ’kavi da wele.

Setu aman an oraizon evit ar c’hallou goad :

Tri mab baleant, O zri o vont dre an hent Ha Jesus-Krist, gantê kroazet, En deus digantê goulennet : — O ’vont pelec’ih ez oc’h paotred ? — Da liorzig an Olived Da glask louzou evit gwellaat