Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 905 —


Hon breur a zo bet mac’hagnet.
— Chomet, me am eus ar remed :
Laret pemp pater, pemp ave
Graet sin ar groaz ’raog ha goude
Setu aze ar gwir remed
Ha gantan ’vezo gwellaet.


8. — Goanac’hen…

An orezonou a zeu a benn diouz an holl drougou ha zoken diouz goanac’hen (stérilité) ar merc’hed. An deiz a hirio e reder pell en pirc’hirinach d’eur santual bennak. Mont a rer hep aoun bete Lourdes. Aman n’ez eus ket ezom da vont ken pell ; mont a rez d’an Itron Varia a Gelou Mad e Lanmodez. Laret e vez : E ti hen-ha-hen az eus « keloumad » evit displega e man ar wreg evit beza mamm.


9. — Ar c’hezeg

Pirc’hirinach ! Petore parrez n’en deus ket hec’h hini ? Sant Eler Louargat a vez pedet evit rei berz d’ar c’hezeg ha dreist-holl d’an ebeulezed. Mont a rer eno eus pep korn-bro en eur zougen eun houarn marc’h.


10. — Ar moc’h

Sant Anton (Saranton) Pleuvian a zo bepred brudet mad evit ar Sikour a ro d’al loened. Hogen pedet a vez dreist-holl evit kaout gwizadou mad a voc’h munud. Moarvat Saranton a zo kirieg mar ez eo ken mad da zibri kig moc’h hon bro. En askont da ze ra vezo meulet !


11. — Enep d’al loened bulumus

Enez Modez, e kichen Enez Briad, he deus eun douar gwirdreist. Herve an hengoun, Sant Modez a zifennas ouz an holl loened bulumus dont da choum war e enezen. Aman e teuer da gerc’hat douar beniget hag e vez slabezet dre ar c’hrevier evit mirout al loened donv diouz al loened fall. Douar Enez Modez a zo eun douar sabronek.

Beza ez eus koulskoude douarou frouezus ebarz an enezen-man : gwelet am eus eno avalou-douar ha kaol bras divent. Beza ez eus eno eur punz hag e vez an dourennan atao uhelloc’h eget gourlan ar mor. Diouz Enez Modez e tisklaerier Mene Brê. An hengoun a lavar kement-man : Pa oa Modez o sevel e di-pedi, Sant Herve a zave e hini war vene Brê. Gallout e rent en em welout ha zoken komz an eil gant egile. Kaëroc’h c’hoaz, n’o devoa nemet eur morzol hag a skoent heman an eil d’egile a dreuz d’an aër. Beza ez eus daouzeg leo bennag etre an daou lec’h.

Eur pardon a vez bep bloa en Enezen Modez. Mont e rer di pe en bagevel da Enez Lesbron e Plouvouskan, da bardon Sant Koneri — pe war droad, pa vez izel ar mor, an dour