Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 275 —

En Bro Dreger

A dreuz parkou
(Kendalc’h)
————
Giziou, Boaziou, Skoueriou
Gant Erwan Berthou (Kaledvoulc’h).
————


War bez a zell c’hoari dic’houga gwayed pe gwazi ne chomin ket pell. Eun fun a vije astennet en aer etre diou wezen en eun hent treuz tost da dachien ar pardon. Ouz ar funien e vije staget a ispill dre o zreid eun toullad gwayed beo. Gwella marc’hegerien ar barrez en em renke pellikoc’h, ha raktal, roet an urz, ar c’hezeg da vont d’an daoulamm-ru, ha nep a helle a dape eur gway dre he goug. Hon c’hentadou oa hep truez ouz ar gwayed ken didruez ma oant evitê o-unan ? C’hoariou gouez ha kriz, c’houi a lavar. Hag an emgannou prientet etre kigi ? Hag ar redadegou tirvi ? Hag ar gann a daoliou dorn a ro kement a levenez d’ar c’heriadiz ha d’ho gwrage tener ?

E c’hoari sacha-ar-vaz, Yann ar Chevanton lez hanvet « Yann Vras » ne gavas nepred e vestr. Barnit, mar kredet, kement-ma : Yann en em lakae adreg eur wezen, e vruched peget ouz ar c’hef ; eur marc’h a vije sternet ouz ar vaz dalc’het en e zaouarn gant Yann Vras. Biskoaz marc’h n’ hallas sacha ar vaz diouz ’tre e zaouarn.


42. — Eur prestour haël

Tiegez ar Chevantoned a oa hag a zo c’hoaz enoret mad en Bro-Dreger. En tiegez-man a zo bet milinerien a rumm da rumm — evel en tiegez ar Willoued. — Beza a oa dioute e seiz parrez Gourenez Lezardre, ha zoken er « Bord-all » da laret eo en Plouvouskan, hag holl e oant pinvidik. Yann Vras mar boa krenv a oa ive madelezus, eur c’hristen dispar. Gwelet a oe o rei bara d’ar bevien e pad ar bloaveziou a zienez hag e oberou mad ne zeblantent ket paouraat anezan. Prestan arc’hant a re ive hep goulen na diskarg na kampi, fianz ennan en feiz gwirion an dud, en eur heuilh al lezen gristen. Renan Lucas, hag a zo bet tad d’an Ao. Lucas, person Lomikaël-an-Trez, Renan Lucas a emprestas digantan seiz mil liur. Yann Vras ne c’houlle ket klevout komz diouz eur paper diskarg. « Eun diskarg digant Lucas Kervran ! » Renan Lucas-man oa eun den a aër dispar, eur c’houer a oa, henvel kentoc’h ouz