Mont d’an endalc’had

Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 191 —


41. — Ar c’hoariou er Pardoniou

Breman ez eus eun daou-ugent bloa bennak, ar viell a oa bepred en penn ar jabadao poblek en Bro Dreger. Me gred ez eo maro holl zonerien ar viellou. Kernevis o deus c’hoaz o zac’h-biniou hag o bombard. Koun vad am eus ne oa pardon ebet, eureud ebet, hep eur soner viell… Hini Pleuvian oa hanvet Job Even hag a oa kereour. Gwelout e ran anezan pignet war e variken en eun draounien bennak, en eun hent glaz, pe war leur ar vereuri dindan ar Gwez, o skeï ar muzul gant e droad hag hen gwech ha gwechall o krial : « Allê Van deux !… » An tri gir-se, moarvat, a roe lorc’h d’ezan.

Breman ez eo deut an « Accordéon » — giziet gant ar vartoloded hag ar soudarded da gemer lec’h ar viell. E meur a barrez an eureujou a ia d’ar bork gant eun akordéon en penn al lid-kerz. Kement-se a zo kazus evit an nep en eus klevet viellou gwechall ha seier biniou Kerne.

Er pardoniou a vije meur a ziduamand, kollet breman ar c’hiz anê. Beza oa, etre re-all, c’hoari sac’h-baz, dic’houga goazi, hag all.

Ar pardoniou bian a oa dudius meurbet. Ne welet ket ennê marc’hadourien « alcool » evel breman. Beza vije marc’hadourezed kraou, alemandez, berlingos, ha frouez a bep koulz bloa.

Ar merc’hed yaouank a ye d’azeza, an eil e kichen eben, war eur c’hleu, pe war eur zavaden douar endro d’an dachen pe war vogerig liorz ar chapel. Ar baotred yaouank a re o dibab etouez ar merc’hed hag a ginnige d’ezê goude an dibab, daou wennegad kraou pe alemandez. Ha goude vije graet baleadennou gant dereadegez ha peuc’h. Arru an aberdeiz ar paotr yaouank a gasé e vestrez da di he zud elec’h e vije pedet da goania.

An daou c’hoari ar penna, er pardoniou, a oa dic’houga-goazi ha sacha-ar-vaz. Me va unan am eus c’hoariet hema, eur wech bennak e Koat an Eskopti, elec’h ma vije kaset krennarded Kloerdi Landreger da gemer o ebatou an han goude kreisteiz e-kers an han-tomm. Ar c’hoari ze a vije kuzet etre zomp, pell diouz lagad ar mestrou. Diou loden a vije graet, unan etre re eur barrez, unan etre re eur barrez all : pep loden a gemere eur c’heverour. Heman a vije savet war zivrec’h astennet e geveilen, a blad, e gein war-var : d’an ezom unan all bennak a groge en e dreid. An diou loden a dostae an eil d’eben, hag an daou geverour a groge stard en eun drunsen goat kaled. Ha sacherez neuze. Ar vaz a chome gant al loden grenva. Awechou ar sacherez a bade pell hag ar mammou a vije bet o sellout an diduamant man a vije bet moarvat ankeniet gant aoun da welout brec’h pe vrec’h diframmet. Va zad denig bian, glazard krenv, a oa, herve klevout, eur gwall c’hoarier Sacha-ar-vaz.

(Da heuil).

————