ar Aviel diveza. Graet e vezo ac’hanoc’h eun den hep feiz mar lavaret ez eo an Deus in adjutorium goude an oferen an hini a zeraou euriou lezennet an Iliz gristen, a zo aman hirie kreisteiz, hag an hini warlerc’h (sexte ha none).
E gariden a zo dindan iliz Landreger dindan an aoter a zo enni dac’hmat eur goulou. « Pa zeuio ar goulou-man da c’houita, ar mor a lonko kaer Landreger ».
Pa oan iaouank ha pa gleven komz diouz tonkadur ker Is e sonjen raktal en diougan-man. N’anavezen ker ebet nemet Landreger. Mont a ren bep bloa gant va mamm da foar vras Landreger. Pebez burzud ! Parruen e korn tro an hent etre Tredarzek ha ker Landreger e kichen ar Vilin Vor en em gaven dirak kaëra gwelva ez eo possubl gwelet. Ar gaerig savet e kelc’henva war ribl ar Yeodi en tu all d’ar pont e-pign ; an tour o peur achui ar bikernen ; ha pelloc’h Krec’h-Priel gant e dourig koant, e barkeier marigellet. Eun hunvre ! ha beteg an distro ha goude c’hoas pell, pell. Bep gwech goude, kel liez gwech e troen korn an hent er vilin vor, bep gwech en em gaven teneraet gant kaëra plijadur va buez.
Douarou Breiz a ra kaëra mantel rouanez a zo dindan an heol. Beza ez int moug hag aour. Hogen beza ez eus ive tenzoliou en o dounder. E kaer Geotaman e Pleuvian, ez eus, en douar, barrikennadou skouedou arc’hant.
Annetig Jord, am euz anavezet, he deus dispignet kals arc’hant o klas anezê. Al lec’h keilhet ez eo ennan kuzet eur tenzor a zo merket gant burlu gwenn. Annetig Jord oa ginidik a Bontreo. Anavezout a re huderien diouz ar vro-ze. Ober a reas d’eze dont da furchal. An dewezourien a devoa graet al labour pounner a zeuas c’hoant d’eze ive da welout treuz an hudou. Ha setu int aotreet da choum e tal ar vengleuz, gant ma ne larjent ger, na diskouez joa pe aoun. Mont ’re mad an traou. Setu arru eur varriken leun a arc’hant. An huderien a c’houeze, gleb dour. An tenzor a zave tamm ha tamm, goustadig. Arru oa rêz an douar. A gréiz-holl flammou tan euzus a zailhas diouz fons ar varriken, speziou spountus, an neuz-den gante, gant kerniou tan ha treid marc’h a zeuas e maez. Bepred e talc’he an hudou, hag unan diouz an huderien a roas urz d’ar speziou da zistrei d’o zoullou. Hogen neuze, unan diouz an dewezourien en em lakaas da huchal, da c’houlen zikour. Raktal, evel eul luc’heden, netra ken, na speziou na tenzor, netra nemet an toull… hag an dud kerseet. Breman vezo red gortoz ken ma vezo adarre diwanet burlu gwenn. E gortoz e oat da adkregi er bloavez 1900 ; hogen warbenn neuze oa maro Annetig Jord.
Evit pez a zell diouzin va-unan, me am eus kollet an esper da gaout eun tenzor ; goude am eus bet koulskoude anean pa oan iaouank. Ar spi-ze oa eun herez deut d’in a beurs kerent koz, kaër o devoa, int, beza kollet esper. Piou eta n’en deus gortozet eun herez tremor ?