Pajenn:Berthou - En Bro Dreger a-dreuz parkou.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 1286 —


35. — Herez tremor

E 1763 ez eus menek diouz eun Aotrou a Gergoz (e Kerbors-Pleuvian) a gollas eur breut a oa etrezan hag eun den hanvet Per ar Pouz. Ar Rouz-man a oa eun dijentil. Kement-man a zo eun envor em c’herentiez, hogen biskoaz n’am eus graet enklask. Unan diouz e verc’hed, Mari Angelik, a oa o choum e Kastelan dren. Eun dewez ma oa o kanna war ar stang e teuas eur bagad soudarded saoz da dremen ebiou eno. Mari Angelik a oa eur skouer a gened. Ar c’habiten he c’hasas gantan da Vro Saoz. Skriva a reas Mari Angelik eul lizer bennak d’he ziad. Hogen mervel e reas gant eur mabpenher. Heman a lezas e vadou meurbet bras da vab eur c’hevarek en heur diveza, mar varvfe heman heb bugale, e zistrofe ar madou da gerent e vamm e Breiz Izel. Hogen mervel e reas al legatour hep bugale. Mamm va mammiou, greg da Ber Guillou, miliner e Kerrac’h, Pleuvian, a oa c’hoar da Mari Angelik ar Rouz. Va zad-koz Bidamant, hag a oa kabiten pell-red war vor, a zo bet meur a wech e Bro Saoz ha tud all gantan o kas paperou hogen eur paper bennak a re diouer bep tro, rak kals a baperou a zo bet losket e pad ar Reveulzi vras. Kement ha kement ken e kleven lavarout pa oan bugel e oa aet on traou gant gouarnamant Bro Saoz. N’euz forz, pell amzer am eus kredet e vijen, eur wech bennak, perc’hen eur c’harter diouz ker Londrez. Ne n’oun ket ken lontrek-ze ken…


36. — Breujou Breiz

Ar Willoued-se, perc’henned stankou ha milinou Kerrac’h, a bere a ziskennan dre va mamm, a oa herve lavar tud kouër, lakeet da noblans eun amzer a oe. Skeudennet am eus unan bennak diouté em levr : « Ames simples ». Herve hengoun an tiad, e oa aet eur wech da Vreujou Roazon unan diouz ar Willoued-man. Marteze ez eo c’hoaz possubl gwiria kement se.

Daoust petore gwiskament oa e hini ? Moarvat en devoa eur re-votou koat, evel meur a zijentil euz koz noblansis Vreiz. Marteze ive en devoa eun dremm deread. Beza am eus eur c’henderv, e Pleuvian, hag a ziskenn ivez diouz ar Willoued-man hag en deus dindan e wiskimant a gouër eun dremm hag eur stum dellezek diouz eun dijentil ha zoken diouz eun dijentil evel ma vez gwelet nebeut. Anavezout a ran e Bro Dreger meur a gouër, perc’henned ha merourien, hag o deus eur spered diouz an uhella, eun neuz dishenvel-dreist, ha na vez ket kavet en neb bro all.

Penn-rener ar Breujou, herve lavar, en em gavas da bleal gant an den mad man hag a c’houlennas digantan doare diouz e dud-koz.

— Ha c’houi, eman, aotrou Gwillou Pichot, a belec’h e tiskennet ? »

Va zadiou moarvat, na oueze ket nemeur a c’halleg, ha dreist holl talvoudegez ar geriou.

— « Diwar va marc’h, aotrou », a respontaz-hen.