Pajenn:Bellec - Guirionéeu ag er Religion.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
ag er religion.


CHAPISTR TRI HA PUAR-UIGUÊND.
trompereah a zivout er marhue mad.

Peb-unan e zesir merhuel erhat ; lod ag en dud ne houyant quet petra-é ur marhue mad, ha lod aral ne hum laquant quet é poén d’hum breparein. Un dalledigueah-é en eil hag éguilé.

I. Ol er ré e varhue guet er mercheu a bénigen, goudé ou dout receuet er sacremanteu, en dar én ou deulegad, er grucefi én ou dorn, n’ou dès chet perpet er bonheur de verhuel a varhue er ré just. Er mercheu-zê e zou risclus, hag ér galon n’en dé quet martezé en devotion caèr-zé e ziscoér a zianvès.

Ur marhue mad, e zou merhuel hemb péhèd marhuel, é caranté Doué hag én é hræce : chetu er péh e zeliet desirein. Hag en hou pehé-hui er marhue eahussan dirac deulegad en dud, mar marhuet é græce Doué, hou salvedigueah e zou goarantet mad. Mæs hag en hou pehè hui reit en ol vercheu a bénigen, ha receuet en ol sacremanteu, mar marhuet guet ur galon staguet doh ur péhèd marhuel hemb quin, hag hemb caranté Doué, ne vou quet a salvedigueah aveid oh. Er sacremanteu e zou forh avantajus ha forh necessær én ær ag er marhue ; neoah ne chervigeant de nitra, ha ne gonduyant quet d’ur marhue eurus, a pe ne vé quet convertisset er galon. Hum drompein vehé chongeal én ur fæçon aral.

II. Un drompereah dangerus-é hoah bout én gorto ag ur marhue santel hemb gobér, épad er vuhé, er péh e zou ret eit merhuel erhat. Hui e garehé hou pout ur marhue santel ; bihuet enta èl ma tesiret merhuel. Er marhue e vou èl er vuhé ; ur marhue santel e zou