Pajenn:Bayon Marechal - Kenstrivadeg Koulmig Arvor.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —
7

Hag er chonj e zou deit d’ein.
De vontet d’er foér de breneien
ur flaouit eit er bamein

8

Lies. kenteh el en dé,
Saùet em es a men gulé,
Eit mont d’er foer de vale.

9

Eit monet de varhatad.
D’er foerieu vras ag er hornad
Ur flaouit eit flaouitat.

10

Allas n’em ès chet kavet,
Betag breman, é foer erbet
Er flaouit em ès klasket.

11

Ha chetu perak, pautred.
Tré ma vou un estig ér bed
Huitellat ne gredein ket.

7

Sonj a zo deut d’in eta,
da vonet d’ar foar da brena,
eur fleüt d’her strobinella.

8

Alïes da c’houlou-de,
oun bet savet eus va gwele,
’vit mont d’ar foar da vale.

9

Vit monet da varc’hataat,
d’ar foariou bras eus ar c’hornad,
eur fleüt hep par da fleütet.

10

Allas! n’em eus ket kavet,
betek vreman e foar ebet,
ar fleüt kaer am eus klasket.

11

Ha setu perak, paotred,
Tra ma vo eun eostig er bed,
c’houitellat ne gredin ket.

J. Le Bayon.