Pajenn:Bayon Marechal - Kenstrivadeg Koulmig Arvor.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


MEM BOTEU KOET
Va Boutou Koad
————

\relative c'{
    \clef treble
    \key f \major
    \autoBeamOff
    \time 2/4 
    \partial 8*1
    c'8f, g a bes | c4 c | d f8. f16 | c4 r8 c | f, g a bes | \break
    c4 c | d f8. f16 | c4 r | c f8. c16 | c8 bes a4 | c g8. g16 | \break
    e'8. d16 c8 r | c4 f8. c16 | c8 bes a4 | c g8. g16 | c8. c16 f,8 \bar "|." 
}
\addlyrics {
Hi -- nui é é as -- sé -- an mem bo -- teu koet, m’ou doug eit er hueh
ke -- tan, mem bo -- teu koed, Hag ind e son ker braù, klik klak, o
gé lan la, Hag ind a zon ker braù, ma hou skoan heb ar -- sau!
}
\addlyrics {
Hi -- zio eo ec’h e -- sé -- an va bou -- tou koad, m’o doug vid ar wech
ken -- tan, va bou -- tou koad, Hag int a zon ker brao, klik klak, o
ge lan la, Hag int a zon ker brao, ma ho skoan heb ar -- zao!
}


1. Hinui é é asséan mem boteu koet,
m’ou doug eit er hueh ketan, mem boteu koed,
Hag ind e son ker braù, klik klak, o gé lan la,
Hag ind a zon ker braù, ma hou skoan heb arsau !

2. Breman m’ou lakei bamde, mem boteu koet
Hag ind e hrei dalbeh — klik klak, o gé lan la
Eit monet d’er skol geté — —
Hag ind e hrei dalbeh — klik klak, a beb eil hueh

3. Er parkeu, hag er lanneu — mem b. k.
Me iei de glah neihadeu, m. b. k.
En ened e gleuou: klik klak, o gé lan la
Me gargou mem boteu a blu hag a uieu.

4. Pe vou ur fest mé er ger, m. b. k.
Ne choméin ket mé er gér, m. b. k.
Me iei en ur hober : klik klak, o gé lan la
De grol ar en dachen — De heijein me hrohen.

1. Hizio eo ec’h eséan va boutou koad,
m’o doug vid ar wech kentan, va boutou koad,
Hag int a zon ker brao, klik llak, o ge lan la,
Hag int a zon ker brao, ma ho skoan heb arzao !

2. Bemdez, breman m’o lako, va botou koad,
Vit monet d’ar skol ganto, va botou koad,
Hag int a ray dalc’hmat, klik klak o ge lan la.
Hag int a ray dalc’hmat, klik klak, va botou koad.

3. Er parkou hag el lannou, va botou koad,
Me ’z aio da glask neiziou, va botou koad,
An evned a glevo : klik klak, o ge lan la !
Me gargo va botou a blu hag a viou.

4. Pa vo eur fest er pennker, va botou koad,
Me ne jomin ket er ger, va botou koad,
Me iei en eur ober : klik klak, o ge lan la,
Da goroll d’an dachenn, da heja va c’hroc’hen.