Pajenn:Bayon Marechal - Kenstrivadeg Koulmig Arvor.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
9

Lagout hiniù, lagout arhoah
Tré ma krol en argant er sah.

10

Pen des Guigner lakeit é sé
Chetu can ér vorh é valé !

11

Ketan tavarn en des kavet
ur bolad chistr en des lonket.

12

Eit, lakat er chistr de zichen
Taulet « lambik » e men guiren.

13

Chetu ean mèu ! chetu ean fol
Klaskein e hra trouz get en ol.

14

’E voez é grèn é korn en tan
’E luchennat hé mab bihan.

15

Ur hroédur foan ha maheingnet
Fréhen truhek ur hueén losket.

16

’En ti beta breman didrous
Tuchant e vou safar ha trouz.

17

Eit er geh voez, betag arhoah,
Trouz ha safar, ha tauleu bah.

18

Ne hellou ket neoah Guigner
Doaet hineh beteg er gér.

19

Get er horvad en des louket
’En ur fozel en des K... muget !

9

« Lagout » hizio, « lagout » warc’hoaz ;
Pa ’z eus arc’hant ’rabad yun c’hoaz.

10

P’en deus Gwigner laket e zae,
Setu hen er vourc’h o vale.

11

Kenta tavarn en deus kavet
eur volennad chistr ’n deus lounket.

12

Vit lakat ar chistr da ziskenn,
Taolit « lambik » e va gwerenn.

13

Ha p’eo mezo, setu hen foll,
Klask a ra trabas ouz an holl.

14

E wreg a gren e korn an tan
o luskellat he mab bihan.

15

Eur bugel goann ha mac’hagnet
Frouez blank eur wezenn losket.

16

En ti betek vreman didrous
emberr e vo safar ha trouz.

17

Vid ar wreg kez, betek warc’hoaz
Trouz ha safar ha taoliou baz.

18

N"hello ket koulskoude, Gwigner,
Donet fenoz beteg ar ger.

19

Gand ar c’horvad en deus lounket
e toull eur c’hae en deus kousket.

J. Le Bayon.