Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/46

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
ER MELINÈR HAG ER VUGALÉ, én ur soñnein.

Ha ! chetu Iannig divarùet !
Chom e hramb ol bamet, bamet, bamet !
Ha ! chetu Iannig divarùet
Ha ! ha ! ha ! etc. (én ur hoarhein)

Ér hornad ne vou ket ouilet,
Pe vou gouiet, pe vou gouiet,
É ma bet marù ha divarùet !

IANNIG.

Divarùet ? Divarùet ?… Sur erhoal é on divarùet ! ne vehen ket bet chomet elkent de vout liénet get ur balboh el er hansort a Langonbrag ! Guel é genein dont ar en doar indro de vout lahet, hoah ur hueh, dré er gurun, mab-er-sèh.

ER MELINÈR.

Ha de achiù me lavreg !