Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/44

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


lavreg-sé ! Gouiet mat e hré neoah penaus é oé aveit hoari é konzen rust-elsé. Peurkèh Iannig ! Peurkèh Iannig !

ER VUGALÉ.

Peurkèh Iannig.

ER MELINÈR.

Er choéj ag en dud !

MÉRIADEK.

Er choéj ag er gémenérion !

ER MELINÈR.

Eit tailhein ha gouriat un tam dillad benag, ne vou ket kavet é bar é Breih-izél abèh. Balboherion erhoal e vou kavet, eit gobér dillad mod-kèr; mès er modeu kouh e vou lausket a kosté, rag er vechérizion e chom ar é lerh, en dès