Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


VI


IANNIG, é tonet a zan en daul.

« Ne sortiou ket anehon, én un tam, ag en ti-men ! » Mab-er-sèh ! Fachet é ru er melinèr ! Ker pront el man dé, tuchant pe zei indro, ne hellou ket anehon hum zihuen a me skoein… Hag ur goal-daul e arriù béan !… Sèh tu ! Sèh tu ! Sèh tu ! Mechal eué perag em ès mé grateit dehon gobér en tam brein a lavreg-ma kent arhoah !… Ne hellein ket, sur erhoal, hé achiù. Ne huélan ket mui… Disinouret e vein !… Kol e hrein rah me fratikeu ! Ol en dud e houlenou me hansort a Langonbrag de labourat é me léh !… Men Doué, men Doué, mechal petra gobér ? … Afé, men Doué, un dra hemkin… Gobér er marù.