Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MÉRIADEK.

Petra zou, me zad ?

ER MELINÈR.

Ne t’hès chet guélet Iannig ?

MÉRIADEK.

É oé amen aben-kaër, azéet mat ar é dorchen, é asé lakat ur pen-ned de basein dré doul é nadoé.

ER MELINÈR.

Malinbrek ! Jaméz ne achiùou ket anehon me lavreg en noz-men. Damb de huélet émen é ma éan hoah drè-sé é kol é amzér (É skoein get é zorn ar en daul) Ma ne vé ket achiù me lavreg hiniù, ne sortiou ket anehon, én un tam, ag en ti-men !

Mont e hrant kuit.