Pajenn:Bayon - Er Hemener.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
IANNIG.

Ker kablus oh unan el en al, mab-er-sèh ! Er hueh ketan ma arriùou kement aral genoh, m’hou lakei de basein dré doullig me nadoé. Dihoalet, mar karet ! Guel vehé d’oh gobér el hanen e zou kousket amen ar me zorchen.

OL ER VUGALÉ, e krapein ar en daul.

Aben, aben, tonton Iannig.

IANNIG, doh ou chouein get é vounet.

Petra ? Petra ? Petra ?… Mes deit oh de vout fol, mab-er-sèh !… Laret em es t’oh kousket el hanen e zou gourvéet ar me zorchen ; mes n’em ès chet laret t’oh donet rah ar un dro de me jablein amen ! Léh erhoal e huès d’hum asten ér plas, mar plij t’oh !

Er vugalé hum asten unan arlerh en al ar er plas.