Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/619

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Tremen e deuz gret gand dousder,
Evel o c’hoarzin, hor mamm ger ;
Evel m’e defe gwelet dor
Ar Baradoz d’ezhi digor.

Edo gouel Maria-Garmel
Gouel dudiuz evit mervel,
Edo abardaez ar gwener,
Deiz braz ma varvaz ar Zalver.

Tavit ’ta, peorien geiz, tavit,
Na oelit ket, ma he c’harit :
Mad da vedi a oa ann ed
Ann elez ho deuz hen medet.

Ar wezen goz a zo pilet,
He dra gand ar Mestr a zo et,
Koulskoude meur a blant iaouank
A jomm war he lerc’h stank-ha-stank.

Ann evnigou a hello c’hoaz
Neizia dindan ann deliou glaz,
Ha kana meuleudi Doue
Na losk evn na den dibourve. —

Leveromp ann De profondis
Etal bez itron ar Genkiz,
Ha ra vo skrivet war he men :
Aman ema mamm ar beorien.

Ar wers zo gret gand eur belek,
Bet kure e parrez Riek,
Hag a gare, hag a garo
Da viken ann itron varo.

Endra ma jommo e buhez
E lavaro peb mintinvez
Eur Memento ’vid he vamm goz ;
Ma ’z ai gant hi d’ar Baradoz !