Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/618

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Adal ar ger a Gemperle
Bete Nizon ni a oele,
E bordig ann hent daoulinet
Hed pedeir leo hon euz goelet ;

Goelet hon euz da heul ar c’harr
Zo bet ouz ho kas d’ann douar ;
Goelet hon euz etal ho pez
Goela raimp epad hor buhez.

Pebez kaon, siouaz, er maner !
Pebez kaon er vro, itron ger !
Kenavo, hor mamm dous ha mad ;
Perag oc’h-hu deud d’hor c’huitat ? —

— Peorien, peorien geiz, ho taelou
Zo dreist ann holl meuleudiou ;
Koulskoude ne ket red goela
Pa ’ma hor mamm ebarz ar joa.

Pa ’ma gand ar Werc’hez santel,
Gand Jezuz hag ann Ebestel
Gand ar Zent hag ar Sentezed,
Gand he diou verc’h, gand he fried.

Ar beleg etal he gwele
Gand eur vouez dous a lavare :
« Sent ha sentezed euz ann ne,
Deud da zigemer va ene ;

Deut ’ta, ma hellinn evid mad
Karout, gan-e-hoc’h, Doue hon Tad,
Er Baradoz da virviken. »
Neuze e teuaz da dremenn.