Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/607

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Ni zo enn tan hag enn anken ;
Tan dindan-omp, tan war hor penn,
Ha tan war lae, ha tan d’ann traon ;
Pedet evid ann anaon !

Gwechall pa oamp e-barz ar bed,
Ni boa kerent ha mignoned ;
Hogen breman, p’ed omp marvet,
Kerent, mignoned, n’hon euz ket.

Enn han Doue, hor zikouret !
Pedet ar Werc’hez benniget
Da skuilla eul lomm euz he lez,
Eul lomm war ann anaon kez.

Euz ho kwele prim dilammet,
War ho taou-lin en em strinket,
Nemet kouet e vec’h er c’hlenved,
Pe gand ar maro kent galvet.