Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/606

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Pa sko ar Maro war ann nor,
Stok er c’halonou ar c’hren-mor ;
Da doull ann nor pa zeu ’r maro,
Piou gand ar maro a ielo ?

Hogen, na vec’h ket souezet,
Da doull ho tor mar d-omp digouet :
Jezuz en deuz hon digaset,
D’ho tihuna mar d-oc’h kousket ;

D’ho tihuna, tud ann ti-man,
D’ho tihuna, braz ha bihan :
Mar ’z euz, siouaz, truez er bed,
Enn han Doue ! hor zikouret.

Breudeur, kerent ha mignoned,
Enn han Doue ! hor zilaouet !
Enn han Doue pedet ! pedet !
Rag ar vugale na reont ket.

Gand ar re hon euz-ni maget,
Ed omp pell zo ankounac’het
Gand ar re hon euz-ni karet,
Hep truez, ez omp dilezet.

Ma map, ma merc’h, c’hui zo kousket
War ar plun dous ha blod meurbed,
Ha me ho tad, ha me ho mamm,
Er purkator e-kreiz ar flamm.

C’hui zo er gwele kousket aez,
Ann anaon paour zo diaez,
C’hui zo er gwele kousket mad,
Ann anaon paour zo divad.

Eul linser wenn ha pemp planken,
Eunn dorchen blouz dindan ho penn,
Pemp troatad douar war c’horre,
Setu madou ar bed er be.