Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/583

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa zouareaz sant Efflamm,
Ar roue welaz oc’h emgann,
He varc’h taget enn he gichen,
Goad deuz he fri, ha war he gein ;

Eul loen gwez gant han tal-oc’h-tal,
Eul lagad ru e-kreiz he dal,
Skanto glaz endro d’he ziou skoa,
Kemend hag eur c’hole daou vloa ;

He lost evel eur vins houarn,
He vek digor rez he ziou-skouarn,
Skilfo enn han gwenn ha lemmet
Evel ann hoc’h gwez, hed-ha-hed.

Tri deiz oant enn kann evel-se,
Heb bea’nn eil ’vid egile ;
Hag ar roue mont da fatan,
Pa zigoueaz Efflamm gant-han.

Ar roue Arzur lavaraz
Da zant Efflamm, dal’ m’ he welaz :
— Plijfe d’hoc’h, otro pirchindour,
Digas d’i-me eul lommik dour ?

— Mar plij d’ann Otro benniget,
Dour awalc’h a vezo kavet. —
Hag hen da skei gant penn he vaz,
Dre deir gwech, war beg ar roc’h-c’hlaz.

Ken a zilammaz eur vammen
Dioc’h beg ar garrek, rag-ann-neo,
A dorraz d’Arzur he zec’hed,
Hag a roaz d’ean nerz ha iec’hed.