Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/582

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Met laket e doa enn he benn
Monet da ober pinijen,
Enn eur minic’hi, enn eur c’hoad,
Ha mont kuit digand he c’hroueg vad.

Deiz ann eured, e-kreiz ann noz,
Ann holl er gwele kousket kloz,
Deuz he c’hichen e oa lammet,
Ha mez deuz ar gampr, didrouz net ;

Ha mez deuz ar palez eaz,
Na den e-bed na zihunaz ;
Ha pell deuz ar gev skanv ha feul,
Nemed he gi-red enn he heul ;

Hag hen digouezet gand ann treaz,
Ha klask eul lestr bennag a reaz :
Kaer en doa sellet a bep-tu,
Wele nikun gand ann noz du.

Ken a zavaz al loar enn nen,
Hag e welaz enn he gichen
Eunn arc’hik toull hag hi kollet,
Hag hi tolet ha dislolet.

Efflamm a grogaz enn ezhi,
Hag a bignaz kerkent enn hi,
Ha n’oa ket c’hoaz savet ann deiz,
Pa oa tostik-tost ouz a Vreiz.

Breiz neuze a oa trubuillet
Gand loened gwez ha dragoned,
Hag a wall-gase ar c’hanton
Ha, dreist ann holl, bro Lannion,

Kalz aneo a oa bet lazet,
Gand penn-tiern ar Vretoned
Arzur, a neuz kavet he bar,
Abaoe ’ma war ann douar.