Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
N’euz er bed evid ar Breton
Nemed nec’h ha poaniou kalon ;
Kemed nec’h ha poaniou spered
Pa zonj d’ann amzer dremenet.
eil meliner
Enn amzer goz, na welec’h ket,
O vale dreman laboused ;
Koz-laboused c’hlaz ar gwiriou[1]
Sonn ho fenn ha braz ho c’henou.
Ne oa er vro gwiriou nikun,
Na war hoalen, na war vutun.
Butun hag hoalen a goust ker,
Na gouste, gwechall, ann hanter.
Gwechall na welec’h d’ann dachen
O redeg ar valtoterien ;
O redeg, evel ar c’helien,
Ouc’h c’houez ar zist d’ar varriken.
Gwir a zo war bep barriken,
Med war hini ar zonerien.[2]
kenta pillaouer
Na gasec’h ked, amzer gwechall,
Hon tud iaouank d’ar broiou-all,