Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/493

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN AMZER DREMENET
− IES KERNE −


kenta meliner.

Bretoned, savomp eur gentel
Diwarbenn potred Breiz-izel.

— Deut da glevet, da glevet, gwitibunan ;
Deut da glevet, da glevet ar c’han. —

Potred Breiz-izel ho deuz gret
Eur c’havel koant hag hen treset.

— Deut da glevet, etc.

Eur c’havel kaer karn olifant,
War-n-han tachou aour hag arc’hant.

Tachou aour hag arc’hant war-n-han,
A luskellont gand nec’h breman.

Ha breman, oc’h he luskellat,
Daelou ver euz ho daoulagad.

Daelou a ver, daelou c’houero :
Neb a zo enn han zo maro !

Zo maro, zo maro pell-zo,
Hag hi lusket, o kana ’to,

Hag hi lusket, lusket ato,
Kollet ar skiand-vad gant-ho.

Ar skiand-vad ho deuz kollet ;
Kollet ho deuz joaiou ar bed.