Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ha ma bet gwall tihet er c’hof gand eunn toll kleze,
Enn tu all da Naoned, kreiz eunn emgann braz du-ze.

Warc’hoaz tro ar c’huz heol, e teraouo ann nozvez,
Ha kaset vo goude deuz ann iliz wenn d’he vez. —


IV


— C’houi ia d’ar ger a-bred ! — Ma ’z ann dar ger, oh! ia de !
— Ne ked achu ar fest, na ken-nebeud ar parde.

— N’onn ked evid herzel grand true am euz out-hi,
O welet ar potr-saoul tal-oc’h-tal gant-hi enn ti.

Endro d’ar plac’hik paour a oele leiz hi c’halon,
Ann holl dud a oele na zoken ’nn otro person ;

E iliz ar barrez, beure ma, ’nn holl a oele,
Re iaouang ha re goz, nemed hi lez-vamm na re.

Seul-vui ar zonerien, tont d’ar maner a zone,
Seul-vui he c’honfortec’h, seul-vui he c’halon ranne,

Kaset oe doc’h ann dol d’ar penn-kentan, da goania,
Ne deuz evet banne na debret eunn tamm bara.