— Sal-ho-kraz, va lez-vamm, ’m euz ker euz a zen e-bed
Med euz ma breur-mager, hag a zo er ger digouet.
Bet am euz digant-han gwalennig aour ma eured,
Ha dont a rei enn-berr laouen ha skanv d’am c’herc’het.
— Gand gwalen hoc’h eured, me ho ped, sarret ho pek,
Pe me dapo eur vaz hag ho tiskoo da breek.
Pe dre gaer, pe dre heg, red a vo d’hoc’h dimizi
Da Jobig Al-loarek, da botrig hor marchosi.
— Da Jobik menargars ! mervel rinn gand ar c’hlac’har !
Ma mamm, ma mammik paour ! mar vez c’hoaz war ann douar !
— It d’en em glemm er porz, klemmit kement ma karfet,
Kaer po ober taillo, benn tri de viot dimezet ! —
Tro mare-ze a iez ar c’hleuzer koz dre ar vro,
Gant-han he gloc’h bihan, o kas kannad ar maro.
— Pedit, eid ann ene zo bet enn otro marc’hek,
Keit eo bet war ar bed eunn den mad ha kalonek,