Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eunn eostig a glevann bep noz,
Er jardin war eur bodik-roz ;

Eunn eostik bep noz a glevann ;
Ken ge e kan, ken dous e kan !

Ken dous e kan, kerkaer, ken flor,
Bep noz, bep noz, pa zioul ar mor ! —

Ann aotrou koz dal’m’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a brederiaz ;

Ann aotrou koz dalm’ he c’hlevaz,
Enn he galoun a lavaraz :

— Pe mar ma gwir, pe ma ne ket,
Ann eostig a vezo paket ! —

Antronoz-beure, pa zavaz,
Da gaout ar jardinour ez eaz.

— Jardinour mad, sentit ouz-in ;
Eunn dra zo a ra glac’har d’in :

E’r c’harz a zo eunn eostik-noz
Ne ra nemet kana enn noz ;

Hed ann noz ne ra met kana,
Ken e ma ounn dihunet gant-ha.

Mar ’ma paket fenoz gan-id,
Eur gwenneg aour a roinn-me d’id.

Ar jardinour pa’n deuz klevet ;
Eunn ulmenig en deuz stegnet,