Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/248

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Kelliez diouz va c’hostez-me,
E kreiz ann noz, diouz ho kwele,

Diskabel-kaer ha diarc’henn,
Perak ’ta savit evelhenn ?

— Mar zavann, den ker, evel-se,
E kreiz ann noz, diouz va gwele,

Da eo gan-in, setu, gwelet
Al listri braz mont ha donet.

— Ne d-eo ket, vad, evid eul lestr,
Az it kelliez d’ar prenestr ;

Ne d-eo ked evid al listri,
Nag evid daou nag evit tri ;

Ne d-eo ked evid ho gwelet,
Ken-nebeud al loar, ar stered.

Va itron, d’i-me livirit,
Da berak bep noz e savit ?

— Sevel a rann da vont da zell
Ouz va bugel enn he gavel.

— Ne d-eo ket ken evit sellet,
Sellet ouz eur bugel kousket ;

Ne d-eo ket gevier a fell d’e.
Da berak savit evelse ?

— Va denik koz, ma na derez,
Me lavaro ar wirionez :