Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/238

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Evit monet d’ar brezel dindan mab ann Dukez,
En deuz dastumet kalz tud euz a beb korn a Vreiz ;

Evit monet d’ar brezel dreist ar mor, da Vro-zoz.
Me’m euz ma mab Silvestik e ma int ouz he c’hortoz ;
Me’m euz ma mab Silvestik ha n’em euz nemet-han
A ia da heul ar strollad, gand marc’heien ar ban.

Eunn noz e oann em gwele, ne oann ket kousket mad,
Me gleve merc’hed Kerlaz a gane son ma mab ;
Ha me sevel em’ c’haonze raktal war ma gwele :
— Otrou Doue! Silvestik, pelec’h oud-de breme ?

Marteze em oud ouspenn tric’hant leo deuz va zi
Pe tolet barz ar mor braz d’ar pesked da zibri ;
Mar kerez bea chommet gant da vamm ha da dad,
Te vize bet dimezet breman, dimezet mad ;

Te vize bet dimezet hag eureujed timat
D’ar braoa plac’h euz ar vro, Mannaik Pouldergat
Da Vanna da zousik-koant, ha vizez gen-omp-ni
Ha gand da vugaligou; trouz gant-he ’kreiz ann ti.

Me am euz eur goulmik c’hlaz e kichenik ma dor,
Hag hi e toull ar garrek war benn ar roz e gor ;