Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Me stago deuz he gouzouk, me stago eul lizer
Gant seiennen va eured, ra zeui ma mab d’ar ger.

— Sav alese, va c’houlmik, sav war da ziou-askel
Da c’hout mar te a nichfe, mar te a nichfe pell ;
Da c’hout mar te a nichfe gwall bell dreist ar mor braz,
Ha ouifez mar d-eo ma mab, ma mab er huhe c’hoaz,?

Da c’hout mar te a nichfe tre-beteg ann arme,
Ha gasfez euz va mab paour timat kelou d’ime ?
— Setu koulmik c’hlaz va mamm a gane ’kreiz ar c’hoat,
Me hi gwell erru d’ar gwern, me hi gwell o rezat.

— Eurvad d’hoc’h-hu, Silvestik, eurvad d’hoc’h, ha klevet :
Ama em euz eul lizer zo gan-in d’hoc’h kaset.
— Benn tri bloaz hag eunn devez me erruo da vad,
Benn tri hloaz hag eunn devez gant ma mamm ha ma zad, —

Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri :
— Kenavo d’id, Silvestik, ne n’az gwelinn ket mui ;
Mar kaffenn da eskern paour tolet gand ar mare,
Oh! me ho dastumefe hag ho briatefe. —

Ne oa ked he c’homz gant-hi, he c’homz peurlavaret,