Pajenn:Barzaz Breiz, sixième édition.djvu/228

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag hen da gemer eur skod-tan
Ha peb eunn eur skod evel-t-han :
— Enn hent, potred, enn hent breman !
Ha prim etresek Keraran. —

He c’hreg gant-han er penn a-rok,
Gant hi war he skoa zeou eur c’hrog,
Hag hi o kana trema’iee :
— « Timat ! timat ! va bugale !

« Ne ket ’vit mont da glask ho boed
Em euz va zregont mab ganet ;
Ne ked evid dougen keuneut,
Oh ! na mein-ben-rez ken-nebeut !

« Ne ked evid dougen ar zamm
E ma int bet ganet gand ho mamm,
Ne ked evit pila lann glaz,
Pila lann kri gand ho zreid noaz ;

Ne ket ’hend-all evit peuri
Ronsed, chas-red hag evned kri :
Nemed da laza ’r vac’herien,
Em euz-me ganet va mipien ! » —

Ha deuz eunn eil tan d’egile
A eent, hed-ha-hed ar mene :
— Timat ! timat ! boud ! boud ! iou ! iou !
Tan-ru war botred-ar-gwiriou ! —

O tont d’ann traon gand ar mene
Tri mil ha kant a oa anhe ;
Ha pa oant digouet e Langoad,
E oant nao mill enn eur bagad.