Mac’het ar vro, ha savet kroz,
Savet iaouank, ha savet koz ;
War marv eur iar hag eur falc’hon,
Breiz e goad, e tan hag e kaon.
War mene du e gwel Iann mad,
Tregont kouer endro d’ann tantad.
Ha Kado-gann, eno gant-he,
War he forc’h houarn a harpe.
— Petra leret-hu potred-iod,
Ha paea ar gwiriou a reot ?
Evid-on-me na baeinn ket !
Gwell a ve gan-in bout krouget !
— Evid-on na rinn ken-neubeut !
Noaz va fotred, va chatal treud ;
Na rinn ket m’entoue ru-glaou-tan,
Sant Kado kerkouls ha Sant-Iann !
— Me, ma danvez a ia da goll,
Da goll a eann enn holl-d’ann-holl ;
Ken na vo ar bloaz achuet,
Vo red d’in mont da glask ma boed.
— Da glask ho poed na eot ket,
Eunn tu gan-in ne laran ket ;
Mar d-eo trouz ha kann a glaskont
Ken na vezo de a geffont !
— Kent ann de keffont trouz ha kann !
Nini hen toue mor ha taran !
Nini hen toue stered ha loar !
Nini hen toue nenv ha douar ! —