Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HORF.
Pa vinn-me, ene kez, enn eur bez astennet
Ha dre vreignadurez enn douar dispennet ;
Pa n’am bezo na biz, na dorn, na troad, na brec’h ;
Divezad a vo d’e-oc’h fallout ma c’has ouz krec’h.
ANN ENE.
Neb a grouaz ar bed, heb skouer na danvez,
En deveuz ar c’halloud d’az ober a nevez.
Neb az anaveze, enn amzer na oaz ket,
A hello da gavout e-lec’h na vezi ket.
Ni ’n em gavo ker gwir, ker gwir ma ’z ann breman,
Dirag ar varn c’haro, siouaz ! ken a grenann !
Ken a grenann, siouaz ! ken ven ha ken dister
Hag ann dellien lammet gant ur barrad-amzer. —
Doue glev anezhan, Doue respont buhan ;
— Ai ta, ene paour, ne vi ket pell e poan ;
Te ’peuz ma zervichet dre ’m out bet war ar bed,
Ha breman te po lod eveuz ma joausded. —