Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hogen Doue a ven, meulomp he drugarez,
Lakat fin d’am c’halloud ha d’ho sujedigez.
Setu ni disparet gand ar maro digar,
Setu me unanik tre ’n nenv hag ann douar,
Tre ’n nenv hag ann douar evel ar goulmik c’hlaz
A eaz mez euz ann arc’h da c’hout ha glao oa c’hoaz.
AR C’HORF.
Hogen ar goulmig c’hlaz endro oa distroet
D’ann arc’h lec’h ma oa kent, ha c’hui na reot ket.
ANN ENE.
Ober a rinn a-vad, toui a rann-me d’id,
Benn ar varn diveza-me’nem gavo gen-id.
M’e nem gavo gen-id, ker gwir ma’ z ann breman
Dirag ar varn genta, siouaz ! ken a grenann !
Bez fisianz, va mignon ; mor-blen goude gwalorn ;
Dont a rinn-me neuze da begi enn da zorn ;
Pa vefez ’vel houarn, pa vinn me bet enn nen,
Evel ur meanik-tenn me az tenno gan-en.