Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/560

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha begig ar gwernou, huelloc’h deuz ann dour
Ha n’eo deuz ar vered beg ann huella tour.

Gwel’t hoc’h euz war ar roz endro d’ar raden glaz,
Ho deuz koulmou awalc’h koulz a-hed hag e kroaz,
Endro d’eur wern ez euz liesoc’h a funen
Evid a neuden zo endro d’ar radenen.

Allaz ! ar Vretoned zo leun a velkoni !
Meveli ra va fenn, ne hallann sonjal mui.
Va c’halon a zigor ; ’nn aner rann ar zon-ma ;
Marteze, siouaz-d’in ! n’em c’hlefot he c’hana !