Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/559

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ar c’himiad ma rann d’id, ken evid da guitat,
Marteze, siouaz-d’in, da viken, evit mad.

’Vel eunn evnik lammet gand eur sparfel, er c’hoad ;
Deuz a gichen he far pa oant d’en em barat,
Meuz ket kalz a amzer da zonjal d’am glac’har,
Ker buhan am lammer digand ann neb am c’har.

Evel eunn oan a zen, pelleet deuz he vamm,
N’ehanann da oela, da deurl klemmou estlamm ;
Ma daou-lagad bepred troet trezeg ar plas
Elec’h oud-de chomet, va mignonezik vraz.

Pelloc’h va daou-lagad na weljont nemet mor,
A gren azindan on, a lamm hag a zigor ;
Ha pa’z ann da zonjal ma achuet gan-e.
Ha me e gweled mor, em strinka ra d’ann ne.

Pa zeuiz tre el lestr va estlamm a oa braz
Gwelet eur seurt kastel o vralla war mor glaz ;
Pevar-ugent kanol, daou-ugent a bep tu,
Ho c’horf briziet enn gwenn livet gand livach du ;

Ann od evel eur c’helc’h, endro, pell diouz-en,
O ranna enn daou du ar mor braz hag ann nen.