Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/557

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag a gane ken aliez :
— Me garfe but milinerez.

Me garfe but, a greiz kalon,
Milinerez meil ar baron. —

— Miliner, n’em godiset ket :
Ma Fantik koant d’in daskoret.

— Ha pa rofec’h d’in pemp kant skoed,
Ho tous Fantik n’ho pezo ket,

N’ho pezo ked ho tous Fanchon,
Chom a rei e meil ar baron ;

Ho tous Fantik n’ho pezo ket,
Rag e ma gan-in gwalennet ;

Chom a rei gad ’nn otrou louenn
A zo eur c’hristen mad a zen. —

Milinerien zo potred ge !
Ne reant mui nemed kana ’nhe ;

Hi a lare ’nn eur c’huitellat :
— Krampouez hag aman a zo mad !

Krampouez hag aman a zo mad !
Ha nebeudig euz peb sac’had,

Ha nebeudig euz peb sac’had ;
Hag ar merc’hed kempenn a-vad !

Ha ma mil a drei,
Diga-diga-di,
Ha ma mil a ia,
Diga-diga-da.