Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/556

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Hag ho zokou a zo bluniet,
Evit dirollo ar merc’hed.

Gwillaouik kromm zo glac’haret,
Hi Fantik koant en deuz kollet.

— Kemenerik, ’nem gonfortet,
Ho Fantik koant a vo kaet.

Ma du-ze e meil Pontaro,
Ar baron iaouang ar hi zro.

— Tok, tok, tok ! — oh ! — meliner,
Digas ma dous Fantik d’ar ger !

— N’em euz gwelet ho tous Fanchon,
Med eur wech e meil ar baron ;

Eur wech ama e-tal ar pont,
Eur rozennig ar he c’halon,

Gat hi eur c’hoef ker gwenn hag erc’h
A n’hi fa ket bet digan-hec’h,

Eur c’horf voulouz du ’nn hi c’herc’hen,
Hag hen bordet gad argant gwenn ;

Gat hi deuz hi brec’h eur paner
Frezou ker melen ha ker kaer !

Frezou deuz jardin ar maner,
Bleuniou fin ar ’nn he, kemener ;

En em zell a re barz ar ster ;
Ne oa vil, enn dail, na dister !