Mont d’an endalc’had

Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/540

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


ANN HOLLAIKA
− IES KERNE −


Disul vintin a-ba zaviz mont da gas ma zaoud er mez,
Me gleve va dous o kana hag he anaiz diouc’h he moez,
Me gleve va dous o kana, kana ge war er menez,
Ma me mont da zevel eur zon da gana gant-hi ivez.

— Ar c’henta gwech em euz gwelet Mac’haidik koant, va mestrez,
Oa oc’h ober he fask kenta ebarz iliz ar parrez,
Ekreiz tre barz iliz Fouesnant etouez ar vugale :
D’ar pred-ze e doa daouzek vloaz, ha me daouzek vloaz ive.

Evel ar bleun melen balan, pe ’vel ar rozennik-gwez,
’Vel ar rozen gwez ’touez al lan, oa etre-z-ho, va mestrez :