Pajenn:Barzaz Breiz, huitième édition.djvu/541

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Tra oann bet gand ann oferen met sellet out-hi na renn ;
Seul vui-oc’h-vui out-hi zellenn, seul vui-oc’h-vui plije d’en.

Me ’m euz eur ween e liorz va mamm a zo karget avalou,
Hag eunn dachennik c’hlaz dindan, hag eur voden tro-war-drou :
Pa zeuio va dousik-koantik, va muia-karet d’am zi,
Ni a ielo da zisheolia, va dous ha me, dindan hi.

Ann aval ruan a dapinn, hag eur boked rinn ’vit hi,
Hag eur rozinil a garann e likinn ivez enn hi,
Eur rozinilik gwall c’hoenvet, abalamour d’am enkrez,
Rag n’em euz ket bet c’hoaz gant-hi eur bouch a wir garantez.
 
— Tavit gand ho son, va mignon, tavit prim, gand ho komzaou ;
Ann dud o vont d’ann oferen zo enn traon ouz hor silaou.
Eur wech-all pa zeufiemp d’al lann, ha vemp hon unan hon daou,
Eur bouchig a wir garantez a roinn d’hoc’h, unan, pe zaou. —